Tapomp penn an hent dre aodoù avelek ha roc'hellek, dre gwaremmoù kras hag ec'hon, dre straedoù enk ha teñval, dre liorzhoù kuzh ha klet... Sellomp en-dro deomp ha tavomp. Klevout a raimp neuze heklev an tremened o sourral. Nag a vouezhioù tud a zo bet o vevan hag o poaniañ! Nag a darvoudoù munut ha kriz a zo bet skoulmet ha diskoulmet!
N'eus ket par da Herve Gouedard evit hor bleniañ dre gildroennoù an amzer hag hol lakaat d'ober anaoudegezh gant istorioù tud, lec'hioù, broioù. Ergerzher difaezhus ha tostañ war un dro ma 'z eo.
Furcher, baleer, kantreer, konter hag heñcher, Herve Gouedard a oar, gant fent hag ampartiz, dispakañ ha taolenniñ plegioù 'zo eus hon istor hag hor glad. Deomp'ta dizamant d'e heul a-dreuz ar c'hantvedoù...
"Awenet eo bet ar pennadoù a gavor el levr-mañ, holl gwitibunañ, a-bell pe a-dost, gant istor Breizh, pe, pa lavarin mat, gant keal ar glad, da lavaret eo "kement a ya d'ober madoù, hêrezh voutin ur vro "Herve Gouedard
Voyageons dans l'histoire avec Herve Gouedard qui nous raconte dans cette ouvrage l'histoire de ces gens, de ces lieux, de ces territoires qui constitue le patrimoine de notre région.